Bevañ, Bodañ, Bezañ...ha dec'hel da stourm, setu kemenadenn degouezh ar Redadeg
Disadorn e oa erruet ar Redadeg e kêr Naoned, goude 2226 kilometr a-dreuz hentoù Breizh. Miliadoù a dud a oa deuet war Enez Naoned evit lidañ an dekvet Redadeg. Evel bep eil bloaz eo tremenet ar vazh-test a zorn da zorn, evel un arouez eus treuzkas ar yezh. Bevañ, Bodañ, Bezañ : setu an tem a oa bet dibabet ar bloaz-mañ. Ha tro-dro d'an tem-se e oa bet skrivet an destenn he deus treuzhet Breizh er vazh-test. Gant ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag gant Anna ar Beg, kelennerez brezhoneg war he leve, oberiant-tre e Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegrien, e oa bet savet ar wech-mañ. Lennet e oa bet war al leurenn gant Anna ar Beg hag Aela Bricaud Salomon...